Lucius Cornelius Sulla

Lucius Cornelius Sulla Felix, pe Sylla, pe Sulla, L•CORNELIVS•L•F•P•N•SVLLA•FELIX en enskrivadurioù, a oa ur jeneral ha politikour roman, (138 kent JK - 78 kent JK). Lesanvet e oa Felix e latin hag ἐπαφρόδιτος epaphroditos e gregach, da lavarout eo karet gant Afrodite, dre ma reas berzh evel jeneral. Div wech e voe konsul : e -88, gant Quintus Pompeius Rufus, hag e -80, gant Quintus Caecilius Metellus Pius. Ouzhpenn se e voe diktatour.

Ganet e oa war-dro 138 kent JK ha ne oa ket eus ur metoù pinvidik. Hervez Ploutarc'hos (Buhez Sylla) e vefe deuet da vout pinvidik gant hêrezh e serc'h Nicopolis ha hini e vamm-gaer.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne